Menu

Menu

Menu

Menu

Menu

Menu

 

 

Ur radio e brezhoneg e Treger ha goueloù

Da betra ?

- Da respont d’un ezhomm : muioc’h-mui a vugale a oar brezhoneg, ur bern tud deuet zo o teskiñ hon yezh, ha Treger-Goueloù eo ar vro ma kaozeer ar muiañ brezhoneg e Breizh(sifroù Ofis ar Brezhoneg) Padal ec’h a war-zigresk abadennoù Breizh ar servij publik (France Bleu Breiz Izel ha France 3)

- Da vezañ ul liamm sokial ha yezh etre remziadoù ar vro, eus ar re yaouank betek ar re gozh.

- Da glokaat ha pinvidikaat ar rouedad radioioù brehonek (Arvorig FM (Bro-Leon), Radio Kerne, Radio Bro-Gwened ha Radio Kreiz Breizh. Mankout a ra ur radio evit Treger ha Goueloù evit ma c’hallo an holl er vro klevet brezhoneg hag evit skignañ pinvidigezhioù dibar brezhoneg Treger-Goueloù.

Pelec’h ?

E Kawan e c’hallfe bezañ, e kreizig-kreiz ar vro. A-bouez eo evit ma vo ar skipailh war al lec’h, tost eus an dud. Evel-se e c’hallo hep diaezamant rentañ kont eus ar pezh a dremen e pevar c’horn ar vro eus Gwengamp da Berroz-Gireg hag eus Pempoull da Blistin.

Pegoulz ?

A-raok an hañv 2006 e kinnigo ar CSA plasoù nevez war ar vandenn FM. Ma vez degemeret hon zeuliad gant ar CSA e c’hallfomp kregiñ diouzhtu goude. Bremañ eo ret sevel ar radio neuze.

Ne oaran ket brezhoneg. N’eo ket evidon ?

Evit an holl eo ar radio. An abadennoù a vo en brezhoneg penn da benn met kalz a blas a vo roet d’ar sonerezh. Ar stumm gwellañ eo evit ma vefe liesseurt ar vandenn FM rak evit diouzhtu n’haller ket klevet brezhoneg pa vez c’hoant. Evel-se e vo roet ar choaz d’an dud a-hed an deiz.

Petra a vo e-barzh ?

Ur radio bro hon eus c’hoant, tost eus an dud. Komzet e vo kalz eus ar pezh a c’hoarvez bemdez e Treger-Goueloù. Poltredoù tud, buhez sevenadurel, keleier... Met digor war an diavaez e vo, oc’h eskemm abadennoù gant ar radioioù brezhonek all. Komz eus sport, liorzhañ, sinema, natur a c’hallo bezañ graet. Eus tout ar pezh a zedenn an dud a-benn ar fin. Sonerezh Breizh a vo evel-just ha traoù all ivez rak a-bep seurt sonerezhioù a blij dimp. Peadra a vo da zizoleiñ traoù nevez.

Gant piv e vo ?

Ur gevredigezh eo. Gopret e vo tud da labourat met digor e vo ivez ar radio d’an izili a ginnigo abadennoù a youl vat. Aezet e vo dont d’ar radio ma vez e-kreiz ar vro.

  


 

Une radio tout en breton pour le Trégor-Goëlo

 

Pour quoi faire ?

- Répondre à un besoin : de plus en plus d’enfants parlent breton, quantité d’adultes l’apprennent, et le Trégor-Goëlo est le pays de Bretagne où la langue est la plus parlée. (source : Office de la Langue Bretonne). Pourtant le service public (radio et TV) est en train de diminuer les décrochages régionaux.

- Faire le lien social et linguistique entre les différentes générations, des plus jeunes aux anciens.

- Compléter et enrichir le réseau des 4 radios bretonnantes (Arvorig FM, Radio Kerne, Radio Bro-Gwened et Radio Kreiz Breizh). Il manque une radio pour le Trégor-Goélo pour que sur l’ensemble du pays on puisse écouter du breton, et diffuser les richesses originales propres au Trégor-Goëlo.

Où ?

Pourquoi pas à Cavan, tout au centre du pays ? C’est important que l’équipe soit implantée sur place, près des gens. Elle pourra ainsi sans difficultés, parcourir l’ensemble du Trégor-Goëlo de Guingamp à Perros-Guirec et de Paimpol à Plestin, et donner une image fidèle de ce qu’il s’y passe.

Quand ?

Avant l’été 2006 le CSA proposera de nouvelles fréquences sur la bande FM. Si notre dossier est accepté nous pourrons émettre aussitôt. C’est donc maintenant qu’il faut soutenir et monter le projet.

Je ne parle pas breton. Ce n’est pas pour moi ?

Cette radio s’adresse à tout le monde. Les émissions seront en langue bretonne, mais une très large place sera laissée à la musique. C’est la meilleure façon d’assurer la diversité de la bande FM car pour l’instant on ne peut pas entendre du breton quand on le souhaite. Cette fois le choix sera vraiment laissé aux auditeurs tout au long de la journée.

Et les programmes ?

Nous voulons une radio de pays, proche des gens. On y parlera de ce qui se passe tous les jours dans le Trégor-Goëlo. De ceux qui y vivent, de l’actualité, de la vie culturelle… Nous souhaitons aussi une radio ouverte sur l’extérieur, et ce sera possible grâce aux échanges avec les autres radios bretonnantes. On pourra y parler de sport, jardinage, cinéma, d’infos, de tout ce qui intéresse les gens. Il y aura évidemment de la musique bretonne, mais aussi d’autres styles car nous aimons la diversité musicale. Ce sera aussi l’occasion de découvrir des jeunes talents.

Avec qui ?

Une radio associative sérieuse a besoin de salariés. Mais les bénévoles qui proposent un projet intéressant sont les bienvenus. Et l’accès à la radio sera facilité par sa situation géographique centrale.

 


Faire un site | Carte de voeux | Radio | Petites annonces | A visiter | Forum Radio | Infos légales | Fête des pères